L'affiche du spectacle de marionnettes pour enfants.
Ce spectacle est destiné aux enfants en primaire et maternelle, en école, centre aérés et arbres de noël
 |
« Ar gorriganed a zo balafenned noz! »
Displegit ho tiskouarn, bugale, ha c'hwi troet da huñvreal...
Kontet e vo deoc'h istor « Penn Avelig », ar c'horrigan kollet...
E Breizh, e konter ez eus bet roet d'ar gorriganed, gwechall gozh, eskell a bep seurt liv gant ar Voudig Kanevedenn.
A-benn he zrugarekaat, ur wech pep kant vloaz, e teu ar gorriganed da zañsal eviti, en ur livañ an oabl...
War a lavar ar vogenn, arabat d'ar gorriganed sellet ouzh tarzh an deiz, kuit dezho a zeviñ o eskell.
Siwazh! e-kerz ar jabadao diwezhañ, unan anezho, « Penn Avelig » e anv, zo chomet da straniñ betek dibenn an nozvezh.
Dilezet gant ar gorriganed all, en deus kavet repu en ur c'hastell kevrinus.
Kant vloaz zo, deiz ha deiz, war a lavar...
En noz-mañ, « eneoù vihan ar vro » a zo distro!
Korriganed fissell o seizh liv, daoust hag e kavint o mignon endro, hag e zistreiñ da Vro ar Mojennoù?
Deuit da zañsal e koroll ar gorriganed, bugale troet da huñvreal!
Dispourbellit ho taoulagad!
Ar balafenned « kanevedenn » a zo distro! |